logo
Pregomp asambles

Peogwir emaomp ganti : an doare hir

Dre belec’h ez on tremenet a-barzh en em gavout gant Nat B.Good ?

face bras croisés

Natacha Gwennole eo ma anv, maget on bet e Penmarc’h hag emaon o chom war-zu Beg An Dorchenn (Ploveur). Al lec’h ma teu surferien eus ar bed a-bezh da c’hoari ouzh gwagennoù rust hor C’hornog Pellañ, gwir Dour-Tan dezhañ e-unan, hag el lec’h ma vez barroù-amzer ar goañv ken brav ha tanioù-arvest.

Goude bez' studiet ar Saozneg ha bez' labouret tro-ha-dro en un davarn-preti hag en ur stal-levrioù em boa graet ma soñj peurgargañ ma fuzzle personel gant an tamm a vanke ennañ : setu me o lakaat ma anv en ur stummadur a c'hwec'h miz gant ar pal deskiñ hor yezh, ar brezhoneg. Ya, dre ma oa bet luskellet ma bugaleaj gant pouez-mouezh war-gan ar vro, ha dañs kaer-meurbet ar c’hoefoù douget gant hor mammoù-kozh. Bevañ ma sevenadur e Breizh dre an dañs en ur c’helc’h keltiek, hag ar sonerezh en ur bagad (Kap Kaval da viken ! ) a oa evidon an doare-lañs peurvat evit stagañ da vat gant deskoni ar brezhoneg. E berr gomzoù, e ranke al lodenn c'houllo, ar mell diank eus ma identelezh vigoudenn bezañ peurgarget evit ma c’hellfen en em gavout em flas, en ma bleuñv, war an tamm douar Penn-Ar-Bed-mañ.

Ur wech echu gant ar stummadur war ar yezh, ha dre ma ne veze kinniget labour ebet liammet gant ar brezhoneg, em boa lakaet ma anv en ur stummadur micherel all -an eilvet- gant ar pal testeniekaat ur gwir live a skoazellerez-renerezh, hag ivez lakaat da dalvezout barregezhioù war dachenn an urzhiataerezh-bureveg. Un nebeud mizioù goude e oan bet gopraet evel kenurzierez velestradurel gant ur gevredigezh hag a zo he fal deskiñ brezhoneg d'an oadourien. D'ar mare-se e oamp e 2006 ha war ar post-se on chomet da labourat betek miz Ebrel 2021. Hag e-pad an amzer-se, war ar rouedadoù sokial, e tibrade ma flijadur da rannañ tammoù eus ma buhez vigouden, goude ma oan deuet da vezañ kannadez ar merk tiriadel “Tout Commence en Finistère” e miz Meurzh 2018. Evit goût hiroc’h e rankimp tremen hebiou ti Nat PennArBed.

Ouzhpenn evit 10 000 den a ya d'ober ma c’humuniezh enlinenn. Postañ a ran ingal war Facebook, Instagram, Twitter ha LinkedIn da rannañ ar chañs am bez da vezañ o chom el lec’h ma teu an dud da vakañsiñ. Ya, abalamour m’eo digoust rannañ skeudennoù brav eus aodoù Breizh, eus glad hon tadoù-kozh pe eus an holl draoù a laka an den evurus o ren e vuhez amañ. Kenkoulz eo en em ziskouez brokus, ne gav ket deoc'h ? Start a-walc’h e vez dija d'unan chom hep koll e startijenn hag e lusked – ha peadra a vez d'en ober koulskoude – o klevet ar c'heloù divalav hag o welet an darvoudoù mantrus o c'hoarvezout er bed. Neuze, ouzhpenn e vez digoust din rannañ ma skeudennoù, e ouzon betek-re, - dre m'eo bet anzavet din gant lies follower, - e reont mil vad d'an nesañ. Hag evidon ne c'hell ket bez' bravoc'h gourc'hemenn na frealzusoc'h atiz.

Rannañ a ran ingal ivez videoioù ha fotoioù eus ma fourmenadennoù war gein ma marc’h hag eus ma darempredoù brientek gant an natur hag an aodoù gwarezet c’hoazh eus Bae Gwaien. A-drugarez d’ar skeudennoù-se eus ma buhez, amañ er Vro Vigoudenn, emaon hen gortoz e teufe an dud da vez' emouez ouzh ar bed a zo tro-dro deomp, ouzh al louc'h a vez taolet warnañ gant ar maouezed hag ar baotred, hep disoñjal al loened – doñv pe gouez – holl o pouezañ war an endro. Bresk, brav ha dibar eo hor planedenn. Ha piv bennak all, panevedomp-ni, tud an Arvro, a ouife lâret pegen pouezus, ha pegen tanv war un dro, eo al liam etre an Douar ha Mab-Den.

Freuz ar barroù-amzer war an tevinier, war en Erv Vili, a zegas deomp da soñj, a vareadoù, dreistelezh al liamm-se : ul liamm a renk kentañ ha ne c'hall ket bez' lezet a-gostez. Eus ma zu e ran ma seizh gwellañ evit doujañ d'an endro, gant doareoù simpl hag a skiant-vat. Sur on ez eus kalz ac’hanomp oc’h ober kement-all evit mad an holl.

E miz Meuzh 2020, cheñchamant micher : e-pad ar c’henfinañ kentañ e sikouran hag e alian meur a zen evit ma lakfent war sav o fajennoù micherel war Facebook hag Instagram. Emañ ar mennozh o tiwanañ em spered hag e krouan Nat B.Good, ma mikroembregerezh a geheñtiñ niverel e miz Gouere 2020.

Setu, a-benn ar fin, emaon ganti ! Kavet em eus, a-skeul vras, an doare da vezañ talvoudus d’ar re all ha d’am zamm Douar Kornog din-me. Chom a ran feal din ma-unan en ur dalvoudekaat embregerezhioù ha frammoù ar vro gant o gweladusted internet, ar re a vez o vrudañ hag hoc'h erbediñ talvoudegezhioù heñvel ouzh ma re, diazezet war an doujañs hag ar vadelezh gant an nebeutañ a efedoù war an Douar. En ur ober se e sikouran ekonomiezh Breizh.

E fin 2020 e oan loreadez Priz Keheñtiñ eus ar merk “Tout Commence En Finistère”. Priziet oan bet evit an doare din da lakaat war-wel departamant Penn-Ar-Bed war ar rouedadoù sokial. Ar re-se o vezañ meur a zanvez anezhe ha teiryezhek (brezhoneg, saozneg ha galleg). Evit kenderc’hel da gordañ gant ma zalvoudegezhioù din ha da lakaat ma startijenn leizh em embregerezh em eus divizet mont d’am stummañ c’hoazh e miz Mae 2021. Ar stummadur nevez-mañ a oa e bal kas war-raok ma mailhoni ha kreñvaat ma live a varregezhioù. Diwar-vremañ on Merourez Mediaioù Sokial ouzhpenn da vezañ Merourez Kumuniezh, ha kement-mañ evit bez' en ho kichen evel un harp hag ur skoazell, ha serjivout keheñtiñ niverel ho merk brav ha kempenn.

Emañ ho talvoudegezhioù heñvel ouzh ma re ? Ne c'hallomp ket nemet en em gavout. Dre ma skiant-prenet ha ma anaoudegezh eus ar Rouedadoù Sokial e kinnigan deoc’h sikour ac'hanoc'h evit bez' gwelet muioc’h war ar Web, c’hwi, an embregerezhioù, ar strollegezhioù hag ar c’hevredigezhioù tro-dro da g/Kemper, e Breizh pe deus pelloc’h c’hoazh. A-gevred, a-unvan, e teuimp a-benn da greñvaat hor bed ha da lakaat an dud da vezañ laouenoc’h ouzh en em harpañ war ur strategiezh Media Sokial mat diouzh ho palioù. An dra-se a zo dres ar pezh a blij din hag a ro startijenn din !