Goulenn skoazell digant ur pourchaser evit ar merañ kumuniezh n'eo ket ret evit amplaat ho kweladusted. Evit gwir, a-wechoù, n'eo nemet un istor a alioù, a zistro skiant-prenet pe a sell eus an diavaez evit dirouestlañ kudennoù 'zo.
An dirouestl evidoc'h : an ambroug niverel evit hoc'h embregerezh e Kemper
Gant hor servij ambroug niverel, ez eomp a-gevret ganeoc'h evit merañ ho pajennoù micherel war ar rouedadoù sokial. Reizhañ a reomp an ambroug-mañ diouzh ho skiant-prenet ha diouzh ho live mestroniezh eus an arc'hweladurioù kinniget gant bep platform. Pal an 2 formulenn ambroug o vezañ sikour ac'hanoc'h d'en em warrekaat war an emrenerezh hag an efedusted.
Neuze, bezit distenn, emañ Nat B.Good o vont da ziskouez deoc'h an hent !
• Dont a rit a e darempred ganeomp evit displegañ deomp ho kudennoù gant ar rouedadoù sokial.
• Gwelet a reomp asambles hoc'h ezhommoù ha palioù.
• Kas a reomp deoc'h ur rakpriz.
• Kas a rit deomp en-dro ar rakpriz sinet hag e roit deomp ur rannbae a 30% evit mirout ho plas en hon deiziataer.
• Dont a reomp davedoc'h evit kemer an emgavioù a ambroug niverel tro-dro da Gemper, e Penn-Ar-Bed pe e Breizh a-bezh.
Ha bec'h de 'ï, ni ho sikouro da zibradañ war ar rouedadoù !
• Prezeg a rit ganeomp eus hoc'h embregerezh, eus hoc'h istor war ar web ha war ar rouedadoù sokial hag eus ar c'hudennoù ho peus.
•Dielfennañ a reomp ho pezañs war ar rouedadoù evit kavout ar pezh a zo da wellaat hervez hoc'h ezhommoù.
• Asambles e savomp ar palioù.
• Eskemm a reomp evit kavout ar poent diwar-benn ho jeu.
• Hoc'h aliañ a reomp evit merañ ho pajennoù gant ar gwellañ doare.
• Binvijiri ha finesaoù a roomp deoc'h evit dont da vezañ efedusoc'h.
Ne raimp ket. N'hon eus ket ezhomm da gemer an dorn war ho pajennoù. Peurliesañ e vez graet al labour dre zisplegadennoù, kopiennoù skramm pe c'hoazh dre rannañ ar skramm e-pad videoioù dre genrouedad.
Ya, gallout a ra degouezhout. Ma kavit gwelloc'h kaout un ambroug niverel war al lec'h e c'hallomp hen ober nemet e vo war bouez an 2 ziviz-mañ :
1- Gwareziñ hag en em ziwall diouzh ar C'hovid, a ranko bez' graet en un doare strizh.
2- Ar frejoù-hent a vo deoc'h da gemer e karg ouzhpenn d'an treuziad ambroug.