Mont a ra ? Ur banne kafe a yelo ganeoc'h a-raok kregiñ ganti, 'yelo ket ?
Natacha Gwennole eo ma anv, eus departamant Penn-Ar-Bed on. Ur gwir vigoudenn, penn-kil-ha-troad. Ha stad ha loc'h enni ! Ha dre ma vezan plijet gant ar rouedadoù sokial hag e vezan tuet da sikour an dud e oa sklaer din e-giz lagad an naer krouiñ Nat B.Good, ma embregerezh a gehentiñ dijital e miz Gouhere 2020.
Lakaat ma skiant-prenet eus ar rouedadoù sokial e servij embregerezhioù, strollegezhioù tiriadel, kevredigezhioù ar vro a ro din lusked ha startijenn war ar pemdez. Krouiñ liammoù etre an dud, souten hon embregerien, harpañ ar re a faot dezho labourat er Vro Vigoudenn koulz hag e Breizh, setu aze an dalc’h evidon-me ! Ha kement-mañ gant ur spered a eko-atebegezh, an doujañs hag an hegarated garanet don ennañ. Berr-ha-berr, kemer ma lodenn e diorren an ekonomiezh lec’hel en ur zoujañ ouzh an douar hag ouzh kement boud bev a gaver warnañ.
Na pa vefec’h e penn un embregerezh, pe c’hoazh e karg eus ar c’hehentiñ evit ur strollegezh tiriadel da skouer, e rankoc’h sellout ouzh ar rouedadoù sokial evel ma vije anezho un atoud da vez’ gwellekaet, ha kentoc’h kant gwech evit unan ! Yeo, pa lâran deoc’h !
Evel ma ouzoc’h, e c’hell Facebook bez’ talvoudus, estreget da lodiñ ha lakaat boutin, gant neb a vo plijet, poltredoù ho vakañsoù.
Mat eo ar rouedadoù sokial gant o falioù buket er spered evit an embregerezhioù, evit an dud a labour enno, evit ar Vro hag evit an ekonomiezh lec’hel. Sed aze ar youl a zougan evidoc’h : degas deoc’h ma barregezhioù war dachenn ar c’hehentiñ niverel, gant ar pal amplaat ho pezañs war ar genrouedad. Ha gwelloc’h c’hoazh, ma savfe c’hoant ennoc’h disheñveliñ diouzh ar re all dre an embann hag ar brudañ e brezhoneg, e c’hello Nat B.Good degas deoc’h he skoazell !
Pa welan un embregerezh o kreskiñ a-drugarez d’he lec’hiadur splann war ar rouedadoù sokial, n’hellan nemet soñjal ez eo bet kaset an erv da benn. Ha kement-mañ a vag ar youl hag ar startijenn a zo ennon. !
Nat B.Good a ginnig deoc'h meur a servij d'ho sikour da dizhout ho palioù war ar gwiad a-drugarez d'ar rouedadoù sokial. Oc’h en em dreiñ ouzh hor framm bigouden, a laka war wel an doareoù lec’hel hag atebek, ez oc’h sur da vezañ rekouret ha da dennañ gounid eus hor barregezh hag hor skiant-prenet"premium" ha personelaet.
Lakaat pep tra da vont en e glokañ war ar pemdez, hag arboelliñ hoc’h amzer, setu ar roll pennañ hon do da zerc’hel en ho kichen. Padal e oar mat an holl he dez an amzer ur c'houst ha pegen diaes e vez d’an den niveriñ an amzer gouestlet d’ar rouedadoù sokial.
Arabat deoc’h bez’ trikamardet eta ! Evidoc’h eo e lakaimp e plas kement hag a vo ret evit diorren ho merk.
Ar c’hehentiñ niverel (anvet ivez kehentiñ dijital) a ya d’e ober hollad an oberoù graet evit skignañ kemennadennoù dre ur media niverel, dre ar gwiad, dre vediaoù sokial, dre arloadoù hezoug. Ar c’hehentiñ dre ar mediaoù niverel a zo deuet da vezañ disheñvel diouzh ar c’hehentiñ mod-kozh, dre ma vez ingalik o vont war-raok, ken e-keñver an doareoù-implij, ken e-keñver an teknologiezhioù.
Labourat a ran dreist-holl evit ar pennoù-embregerezhioù, an artizaned, embregerezhioù a bep ment, bras-tre, etre, bihanoc’h, ar strollegezhioù tiriadel koulz hag ar c’hevredigezhioù amezek lec’hiet er Vro Vigoudenn, betek tizhout re Penn-ar-Bed pellañ, ha Breizh zoken.
Berr-ha-berr e labouran evit tud, dezho a bep seurt micherioù, hag a vez o klask bezañ gwelet en un doare fraeshoc’h war ar genrouedad, gant ar pal bezañ disheñvelaet dre ar rouedadoù sokial.
Klask a ran tizhout ho kumuniezh, betek bouedenn he c’halon, dre berzh an draig ouzhpenn ouzh ho toareañ, un draig ha na vez ket merzhet e-touez ar re all, dreist-holl e-metoù ho kevezerien.
A-benn en ober e prêgit ganin, deus ho personelezh, deus hoc’h embregerezh ha deus an talvoudoù a ren ho puhez. Deus ma zu-din e studian ho kevezerien nesañ hag o c’hodoù. Dalc’hmat e vez ma selloù a-evezh war ho prud enlinenn. Pa vez ret e krouan danvez evit kaerraat an embannadennoù. Sevel a ran ur strategiezh mediaoù sokial efedus en ur gombinañ ma gouiziegezh, ma bloavezhioù a bleustr, hoc'h ezhommoù hag ho palioù. Gant kement-mañ e teuio hoc’h obererezh da vezañ heweloc’h-hewel, hag e tigoro dirazoc’h an nor war danvez-pratikoù nevez. E framm ar strategiezh personelaet-se e anavezan ar merkerioù a servijo din da vuzuliañ an disoc'hoù da vare ar bilañs miziek. Ar bilañs-se a zo ur prantad eskemm el-lec'h ma vez amwelet ha diawelet al labour da zont, ha kement-mañ hep na yafe ma selloù a-ziwar ho palioù da dizhout.
Pezh a glaskan : ma chomfe feal ho koumananterien, ma savfe ur gumuniezh tro-dro d’ho merk(où). Reiñ lusk ha buhez d’ho rouedadoù sokial – o habaskaat ma vefe ezhomm – ; lakaat ho prud da greskiñ hag hoc’h obererezh heweloc’h-hewel. Kement-mañ evit ma teufe ho stal da vezañ spletusoc’h !
Evit ma vefe taolet kred warnoc'h adalek ma vezoc'h lañset, hag evit diskouez skeudenn un embregerezh start, c'hoant enni en em zisheñvelaat, evit rannañ hoc'h obererezh gant ar bed a-bezh, evit ma vefe dalc'het soñj deus ho merk...
Ho pajenn Facebook ne vez ket dedennet koumananterien nevez ganti ken. An dud na gomzont ket mui diwar-benn hoc'h embannadennoù. An amzer a zo aet hebioù hag ho merk a zo emdroet gant red an amzer. O klask desachañ pratikoù nevez emaoc'h...
Dibaoe meur a vloaz bremañ e vezit war ar rouedadoù, hag ho strategiezh Sokial-Media a vije dleet mat dezhi bez’ adwelet evit ma klotfe gant ar marc’had a-vremañ. An amzer a ra diouer deoc’h ha ne vourrit ket ken o kenhentiñ abalamour m’eo laoskaet ho startijenn ha gwanaet ennoc'h ar spered krouiñ....
Merañ kumuniezh, bruderezh da baeañ (Social Ads), marketing levezon, bizskrivañ dielloù pe peurlipañ ha krouiñ skorioù-gwelet, h.a.... Ijinet em eus treuziadoù ha pakoù disheñvel evit bezañ gwelloc'h diouzh hoc'h ezhommoù.
Amañ dindan e kavoc'h un dibab eus ar re e c'halloc'h kregiñ ganto, a-zalc'h ouzh ho pudjet. Evel-just, seul uheloc'h an treuziadoù, seul geroc'h ar prizioù. Evel ma vez evit pep tra !
A-benn ar fin e c'hallomp bezañ gant hor merk e meur a zoare war internet. Neuze e kinnigan deoc'h meur a zibab disheñvel ha personelaet evit broudañ ho kehentiñ niverel met hep kement ha mont gant un treuziad pe ur gevrat vloaziek. Krouiñ ho pajennoù micherel, bizskrivañ dielloù stlennegel, peurlipat ho skorioù-gwelet, lakaat war-sav c'hoarioù kenstrivañ, h.a.... Ken kemmus ma 'z eo ar prizioù hag an abegoù ho peus da c'hervel Nat B.Good.
Amañ e kavoc'h keleier Nat B.Good. Bez' e vo soñjoù, c'hoantoù, distroioù skiant-prenet, testennioù, traoù teknik, traoù gant nebeutoc'h a deknik hag an holl danvez a zegaso awen deomp. Berr-ha-berr peadra da lenn, leun ur sac'had diwar-benn ar pezh a reomp, hag a vez o c'hoarvezout er c'horn-bro.
Hag evit chom hep koll ho neudenn, koumanantit d'al lizher-kelaouiñ !
Etre Facebook ha me e oa kroget an istor e miz Du 2007.
« Distiñget ar mennozh-se !» am boa soñjet d'ar mare-se. E-skoaz My Space, a implijen ivez, em eus dizoloet, gant Facebook, un arouezenn nevesaat penn-da-benn ennañ, un doare niverel nevez da gevreañ ouzh ar re all.
Bezañ e darempred gant ar vignoned a oa deuet da vezañ aesoc'h hag e oan bet plijet-tre gant an doareoù mont-en-dro nevez-se. Dibaoe 14 vloaz emaon war ar rouedad-mañ ha na baouez ket da vont war-raok. E-keit-se on bet sachet gant Instagram, Twitter, LinkedIn ha Clubhouse.
War Facebook hag Instagram, dre ma frofiloù personel, ez eo em boa komañset da rannañ ma skeudennoù eus ar Vro Vigoudenn. E penn kentañ-holl e oa miret war an daou rouedad-mañ ar fotoioù hag ar videoioù a rannen gant ma mignonezed ha gant ma mignoned.
Da c'houde e oan kroget da embann anezhe e mod foran. Peogwir, perak nompas lakaat ar muiañ a dud da brofitañ diouto? Buan em boa rannet gant an holl skeudennoù eus traezhennoù, eus an heol o vont da guzh, chapelioù, baleadennoù war gein ma marc'h, glad ar Vro Vigoudenn, troiadoù war Harley-Davidson ha plijadurioù all ken priziet er vro-mañ.
D'ar mare-se dres e oa deuet Souffleur de Breizh, instagramer brudet eus Breizh anezhañ, da gemer perzh er c'hoari. Goude bezañ remerket ma fotoioù en doa kinniget din dont da vezañ kannadez eus ar merk tiriadel "Tout Commence en Finistère". Displeget en doa din e oa eñ kannad ivez hag e kave dezhañ e klote mat ma skeudennoù gant talvoudegezhioù ar merk ha skeudennañ "Tout Commence en Finistère" a vije un doare mat da lakaat an departamant war-wel.
Aet e oan e darempred gant "Tout Commence en Finistère" e miz Meurzh 2018 evit dont da vezañ kannadez ar merk. Diouzhtu war-lerc'h em boa savet ar c'hontoù e anv Nat PennArBed war Facebook, Instagram, Twitter ha LinkedIn. Dispartiañ ma frofiloù personel diouzh ma statud a gannadez a oa evidon an doare gwellañ da lakaat war-wel ar merk. Pezh a gendalc'han d'ober pa vezan o rannañ gant neb a gar, ma Fenn-Ar-Bed a lodennouigoù. Kaout ar chañs da vez' o chom el lec'h ma teu kalz tud da vakañsiñ n'eo ket netra. Ur c'hras kaer eo memes hag a sav avi er bed a-bezh. Ouzhpenn da vezañ digoust e ra vad ober vad !
Evit dizoloiñ ma embannadennoù, na chomit ket etre daou soñj ha kit da welet blog ar vigoudenn a zo ac'hanon ha da glikañ war al liammoù davet pajennoù rouedadoù sokial Nat PennArBed.