logo
Pregomp asambles
Nat B.Good

An ambroug niverel e Kemper

Evit kaout muioc'h a emrenerezh ha diorren ho spered-krouiñ
Evit kaout muioc'h a emrenerezh ha diorren ho spered-krouiñ
nat au tel coaching

Goulenn skoazell digant ur pourchaser evit ar merañ kumuniezh n'eo ket ret evit amplaat ho kweladusted. Evit gwir, a-wechoù, n'eo nemet un istor a alioù, a zistro skiant-prenet pe a sell eus an diavaez evit dirouestlañ kudennoù 'zo.

An dirouestl evidoc'h : an ambroug niverel evit hoc'h embregerezh e Kemper

Gant ma servij ambroug niverel, ez in a-gevret ganeoc'h evit merañ ho pajennoù micherel war ar rouedadoù sokial. Reizhañ a ran an ambroug-mañ diouzh ho skiant-prenet ha diouzh ho live mestroniezh eus an arc'hweladurioù kinniget gant bep savenn. Pal an 2 formulenn ambroug o vezañ sikour ac'hanoc'h d'en em warrekaat war an emrenerezh hag an efedusted.

Neuze, bezit distenn, emañ Nat B.Good o vont da ziskouez deoc'h an hent !


Penaos e vez graet ?
Deomp dezhi !

• Dont a rit a e darempred ganin evit displegañ deomp ho kudennoù gant ar rouedadoù sokial.

• Gwelet a reomp asambles hoc'h ezhommoù ha palioù.

• Kas a ran deoc'h ur rakpriz.

• Kas a rit din en-dro ar rakpriz sinet hag e roit din ur rannbae a 30% evit mirout ho plas em deiziataer.

• Dont a ran davedoc'h evit kemer an emgavioù a ambroug niverel tro-dro da Gemper, e Penn-Ar-Bed pe e Breizh a-bezh.
Ha bec'h de 'ï, me ho sikouro da zibradañ war ar rouedadoù !


Hor pennad hent a-gevret

• Prezeg a rit ganin eus hoc'h embregerezh, eus hoc'h istor war ar web ha war ar rouedadoù sokial hag eus ar c'hudennoù ho peus.

•Dielfennañ a ran ho pezañs war ar rouedadoù evit kavout ar pezh a zo da wellaat hervez hoc'h ezhommoù.

• Asambles e savomp ar palioù.

• Eskemm a reomp evit kavout ar poent diwar-benn ho jeu.

• Hoc'h aliañ a ran evit merañ ho pajennoù gant ar gwellañ doare.

• Binvijiri ha finesaoù a roan deoc'h evit dont da vezañ efedusoc'h.


kemer emgav
Prizioù
Hor c'hinnig dre ar munud
Ambroug diazez
Evit ur gwelloc'h a emrenerezh
100

Kemer emgav
2 emgav a 3 c'hardeur pep hinidre delefon pe video dre genrouedad
Ur sell a-dost war ho kudennoù pennañevit mont buan
Eskemmoù war-eeunevit en em gompren gwelloc'h
  • Dielfennañ ar c'hudennoù
  • Alioù gwellekaat
  • Lakaat war sav dirouestloù
  • Finesaoù evit kaout muioc'h a emrenerezh
  • Binvijiri d'ho sikour
  • Ambroug personelaet
    Mestroniit ho merañ kumuniezh
    550

    Kemer emgav
    E-pad 3 mizevit kaout ur bravik a emrenerezh
    3 emgav a 1 eurvezh hanter pep hini bep mizdre delefon pe video dre genrouedad
    Eskemmoù war-eeunvit en em gompren gwelloc'h
  • Respontoù d'ho holl c'houlennoù dre bostel, ne vern pedavare
  • Alioù gwellekaat
  • Doareoù evit en em renkañ ha gounit amzer
  • Finesaoù evit diorren ho pajennoù
  • Loc'hoù evit gwellaat ho kweladusted
  • Binvijiri evit bezañ efedusoc'h ha evit kaout muioc'h a emrenerezh
  • Téléchargez notre livre blanc
    et recevez la liste ultime des outils pour bien communiquer sur vos réseaux !
    • Ce champ n’est utilisé qu’à des fins de validation et devrait rester inchangé.
    Fag
    Ar goulennoù a vez an aliesañ diganeoc'h

    Ha kemer a reoc'h an dorn war ma fajenn Facebook e-pad an ambroug ?

    Ne rin ket. Ne'm eus ket ezhomm da gemer an dorn war ho pajennoù. Peurliesañ e vez graet al labour dre zisplegadennoù, kopiennoù skramm pe c'hoazh dre rannañ ar skramm e-pad videoioù dre genrouedad.

    Degouezhout a ra deoc'h mont war al lec'h evit emgavioù ambroug ?

    Ya, gallout a ra degouezhout. Ma kavit gwelloc'h kaout un ambroug niverel war al lec'h e c'hallomp hen ober nemet e vo war bouez an 2 ziviz-mañ :

    1- Gwareziñ hag en em ziwall diouzh ar C'hovid, a ranko bez' graet en un doare strizh.

    2- Ar frejoù-hent a vo deoc'h da gemer e karg ouzhpenn d'an treuziad ambroug ouzhpenn da 20km.

    Testenioù
    Abalamour ma oar an dud, gwelloc'h evidon, doare an
    traoù-se.
    "Ha c’hoant ho peus da vroudañ ha da greñvaat kehentiñ hoc'h embregerezh ? Arabat mont da glask pelloc'h ! Nat B.Good, mailhez war an danvez, honnezh eo ho Ten end-eeun emaoc'h o klask war he lec'h...Entannet, engouestlet, mennet mat, madelezhus e ouio Nat ho selaou. Da c'houde e c'hallo lakaat e pleustr ar pezh a faot deoc'h kaout a-fed kehentiñ war ar rouedadoù sokial. Goût a raio reiñ ul lañs nevez d'hoc'h embregerezh...Splannoc'h e vo ho kweladusted ha spletusoc'h hoc'h afer, en ur lakaat ho fiziañs e Nat B.Good... Ouzhpenn da se eo Nat ur plac'h sichant, fentus hag un den a-vicher eus an dibab... E-berr gerioù – ha n'eo ket fougasiñ ! - emañ-hi deus ar vegenn !!"
    Raphaël Droual, rener produiñ darvoudoù
    Kemper
    "Erbediñ a ran ouzhoc'h kenañ-ken dont e darempred gant Natacha evit merañ ha buheziñ ho rouedadoù sokial. Heuliañ a ran embannadennoù he blog dibaoe meur a vloavezh. Madelezhus hag entanet eo Natacha. N'eus ket da dortal ha deuit e darempred ganti evit ho raktresoù ! "
    N. Le Moigne, prezourez kehentiñ Océlorn
    Landivisio