logo
Pregomp asambles
Nat B.Good
Nat B.Good
Faot a ra deoc'h gwellaat ho kweladusted a-drugarez d'ar rouedadoù sokial ?

Donemat e ti Nat B.Good

E berr gomzoù : piv omp ?

Mont a ra ? Ur banne kafe a yelo ganeoc'h a-raok kregiñ ganti, 'yelo ket ?

Natacha Ar Floc'h eo ma anv, eus departamant Penn-Ar-Bed on. Ur gwir vigoudenn, penn-kil-ha-troad. Ha stad ha loc'h enni ! Ha dre ma vezan plijet gant ar rouedadoù sokial hag e vezan tuet da sikour an dud e oa sklaer din e-giz lagad an naer krouiñ Nat B.Good, ma embregerezh a gehentiñ dijital e miz Gouhere 2020.


Lakaat ma skiant-prenet eus ar rouedadoù sokial e servij embregerezhioù, strollegezhioù tiriadel, kevredigezhioù ar vro a ro din lusked ha startijenn war ar pemdez. Krouiñ liammoù etre an dud, souten hon embregerien, harpañ ar re a faot dezho labourat er Vro Vigoudenn koulz hag e Breizh, setu aze an dalc’h evidon-me ! Ha kement-mañ gant ur spered a eko-atebegezh, an doujañs hag an hegarated garanet don ennañ. Berr-ha-berr, kemer ma lodenn e diorren an ekonomiezh lec’hel en ur zoujañ ouzh an douar hag ouzh kement boud bev a gaver warnañ.

Na pa vefec’h e penn un embregerezh, pe c’hoazh e karg eus ar c’hehentiñ evit ur strollegezh tiriadel da skouer, e rankoc’h sellout ouzh ar rouedadoù sokial evel ma vije anezho un atoud da vez’ gwellekaet, ha kentoc’h kant gwech evit unan ! Yeo, pa lâran deoc’h !

Evel ma ouzoc’h, e c’hell Facebook bez’ talvoudus, estreget da lodiñ ha lakaat boutin, gant neb a vo plijet, poltredoù ho vakañsoù.

Mat eo ar rouedadoù sokial gant o falioù buket er spered evit an embregerezhioù, evit an dud a labour enno, evit ar Vro hag evit an ekonomiezh lec’hel. Sed aze ar youl a zougan evidoc’h : degas deoc’h ma barregezhioù war dachenn ar c’hehentiñ niverel, gant ar pal amplaat ho pezañs war ar genrouedad. Ha gwelloc’h c’hoazh, ma savfe c’hoant ennoc’h disheñveliñ diouzh ar re all dre an embann hag ar brudañ e brezhoneg, e c’hello Nat B.Good degas deoc’h he skoazell !


Pa welan un embregerezh o kreskiñ a-drugarez d’he lec’hiadur splamm war ar rouedadoù sokial, n’hellan nemet soñjal ez eo bet kaset an erv da benn. Ha kement-mañ a vag ar youl hag ar startijenn a zo ennon. !


4
Hor c'hinnig

Nat B.Good a ginnig deoc'h meur a servij d'ho sikour da dizhout ho palioù war ar gwiad a-drugarez d'ar rouedadoù sokial. Oc’h en em dreiñ ouzh hor framm bigouden, a laka war wel an doareoù lec’hel hag atebek, ez oc’h sur da vezañ rekouret ha da dennañ gounid eus hor barregezh hag hor skiant-prenet"premium" ha personelaet.

Lakaat pep tra da vont en e glokañ war ar pemdez, hag arboelliñ hoc’h amzer, setu ar roll pennañ hon do da zerc’hel en ho kichen. Padal e oar mat an holl he dez an amzer ur c'houst ha pegen diaes e vez d’an den niveriñ an amzer gouestlet d’ar rouedadoù sokial.

Arabat deoc’h bez’ trikamardet eta ! Evidoc’h eo e lakaimp e plas kement hag a vo ret evit diorren ho merk.

Perak ?
Evit ur c'hehentiñ azas ouzh hon amzer

Ar c’hehentiñ niverel (anvet ivez kehentiñ dijital) a ya d’e ober hollad an oberoù graet evit skignañ kemennadennoù dre ur media niverel, dre ar gwiad, dre vediaoù sokial, dre arloadoù hezoug. Ar c’hehentiñ dre ar mediaoù niverel a zo deuet da vezañ disheñvel diouzh ar c’hehentiñ mod-kozh, dre ma vez ingalik o vont war-raok, ken e-keñver an doareoù-implij, ken e-keñver an teknologiezhioù.


Evit piv?
Evit an dud a vez berr o amzer, ar re n'ouzont ket re penaos en em gemer pe evit ul lodenn all, ar re a vez gant an diegi en em lakaat da vat.

Labourat a reomp dreist-holl evit ar pennoù-embregerezhioù, an artizaned, embregerezhioù a bep ment, bras-tre, etre, bihanoc’h, ar strollegezhioù tiriadel koulz hag ar c’hevredigezhioù amezek lec’hiet er Vro Vigouden, betek tizhout re Penn-ar-Bed pellañ, ha Breizh zoken.

Berr-ha-berr e labouromp evit tud, dezho a bep seurt micherioù, hag a vez o klask bezañ gwelet en un doare fraeshoc’h war ar genrouedad, gant ar pal bezañ disheñvelaet dre ar rouedadoù sokial.


Petra a reomp asambles ?
Sevel a reomp ur strategiezh mediaioù sokial a lakaio ho merk war-wel.

Klask a reomp tizhout ho kumuniezh, betek bouedenn he c’halon, dre berzh an draig ouzhpenn ouzh ho toareañ, un draig ha na vez ket merzhet e-touez ar re all, dreist-holl e-metoù ho kevezerien.

A-benn en ober e prêgit ganeomp, deus ho personelezh, deus hoc’h embregerezh ha deus an talvoudoù a ren ho puhez. Deus hon tu-deomp e studiomp ho kevezerien nesañ hag o c’hodoù. Dalc’hmat e vez hor selloù a-evezh war ho prud enlinenn. Pa vez ret e krouomp danvez evit kaerraat an embannadennoù. Sevel a reomp ur strategiezh mediaoù sokial efedus en ur gombinañ hor gouiziegezh, hor bloavezhioù a bleustr, hoc'h ezhommoù hag ho palioù. Gant kement-mañ e teuio hoc’h obererezh da vezañ heweloc’h-hewel, hag e tigoro dirazoc’h an nor war danvez-pratikoù nevez. E framm ar strategiezh personelaet-se e anavezomp ar merkerioù a servijo deomp da vuzuliañ an disoc'hoù da vare ar bilañs miziek. Ar bilañs-se a zo ur prantad eskemm el-lec'h ma vez amwelet ha diawelet al labour da zont, ha kement-mañ hep na yafe hor selloù a-ziwar ho palioù da dizhout.

Pezh a glaskomp : ma chomfe feal ho koumananterien, ma savfe ur gumuniezh tro-dro d’ho merk(où). Reiñ lusk ha buhez d’ho rouedadoù sokial – o habaskaat ma vefe ezhomm – ; lakaat ho prud da greskiñ hag hoc’h obererezh heweloc’h-hewel. Kement-mañ evit ma teufe ho stal da vezañ spletusoc’h !


5
deco bg
Pedavare mont e darempred ganeomp ?
Meur a zoare 'zo
A-barzh kemer ho lañs war ar rouedadoù sokial.

Evit ma vefe taolet kred warnoc'h adalek ma vezoc'h lañset, hag evit diskouez skeudenn un embregerezh start, c'hoant enni en em zisheñvelaat, evit rannañ hoc'h obererezh gant ar bed a-bezh, evit ma vefe dalc'het soñj deus ho merk...


Asambles, ha kerkent ha bremañ, termenomp ha spisaomp ho palioù !
Pa vez ho pajennoù o treiñ hag o kildreiñ war ar rouedadoù sokial

Ho pajenn Facebook ne vez ket dedennet koumananterien nevez ganti ken. An dud na gomzont ket mui diwar-benn hoc'h embannadennoù. An amzer a zo aet hebioù hag ho merk a zo emdroet gant red an amzer. O klask desachañ pratikoù nevez emaoc'h...


Roomp ur startijenn nevez d'ho kontoù sokial !
Pa vez aet da hesk ar spered-krouiñ ennoc'h pe pa vez re verr hoc'h amzer

Dibaoe meur a vloaz bremañ e vezit war ar rouedadoù, hag ho strategiezh Sokial-Media a vije dleet mat dezhi bez’ adwelet evit ma klotfe gant ar marc’had a-vremañ. An amzer a ra diouer deoc’h ha ne vourrit ket ken o kenhentiñ abalamour m’eo laoskaet ho startijenn ha gwanaet ennoch ar spered krouiñ....


A-gevret kavomp an awen !
Hor servijoù er C'hornog

Merañ kumuniezh, bruderezh da baeañ (Social Ads), marketing levezon, bizskrivañ dielloù pe peurlipañ ha krouiñ skorioù-gwelet, h.a.... Ijinet hon eus treuziadoù ha pakoù disheñvel evit bezañ gwelloc'h diouzh hoc'h ezhommoù.

Amañ dindan e kavoc'h un dibab eus ar re e c'halloc'h kregiñ ganto, a-zalc'h ouzh ho pudjet. Evel-just, seul uheloc'h an treuziadoù, seul geroc'h ar prizioù. Evel ma vez evit pep tra !

logo pastille nbg

MERAÑ KUMUNIEZH

Ar merañ kumuniezh eo sevel ur strategiezh evit animañ, evezhiañ, ha difenn anv mat un embregerezh, ur merk, un anv war ar rouedadoù sokial. Eus an deiziataer da savelañ betek ar stadegoù da zielfennañ hag ar skorioù-gwelet da grouiñ, e vez implijet meur a varregezh er vicher merañ kumuniezh. Kaset e vez a-benn ivez meur a labour evit ho sikour da dizhout ho palioù.
Dedennet on gant se
logo pastille nbg

BRUDEREZH DA BAEAÑ

Ur c'houlzad brudañ (social ads) a ya d'e ober an hollad a labourioù o tennañ d'ar skignañ danvez en ur baeañ war ar rouedadoù sokial liesseurt a-drugarez d'ar binvijiri bukañ kinniget gant ar savennoù. Pal ur c'houlzad brudañ dre baeañ eo tizhout an dud vuket en ur embannañ an danvez a zere war ar rouedadoù a zere d'ar mare a zere.
Dedennet on gant se
logo pastille nbg

MARKETING LEVEZON

Ar marketing levezon eo an hollad a voazioù a ambroug ar merkoù gant o c'houlzad brudañ. Evit hen-ober e vez implijet ar varregezh da erbediñ a vez gant krouerien danvez (levezonerien). Evit ar seurt marketing-mañ e servij al levezonerien da loc'hoù evit ma vefe gwelet ho produioù/servijoù gant ar pal pennañ dezho kreskiñ ho kwerzhioù.
Dedennet on gant se
logo pastille nbg

Ambroug

Ouzh an telefon pe dre videoprezegennoù e eskemmomp diwar-benn ho toareoù a-vremañ. Hervez ho palioù pe diouzh ar c'hudennoù a gavit a-benn deoc'h e welomp asambles ar pezh ho lakaio da vont war-raok. Respont a reomp d'ho koulennoù, reiñ a reomp deoc'h tunioù hag alioù. Gwelet a reomp ivez peseurt binvijiri ha loc'hoù a c'hell bez' implijet ganeoc'h evit bezañ efedusoc'h ha gounid muioc'h a emrenerezh.
Dedennet on gant se
Hor Servijoù All

A-benn ar fin e c'hallomp bezañ gant hor merk e meur a zoare war internet. Neuze e kinnigomp deoc'h meur a zibab disheñvel ha personelaet evit broudañ ho kehentiñ niverel met hep kement ha mont gant un treuziad pe ur gevrat vloaziek. Krouiñ ho pajennoù micherel, bizskrivañ dielloù stlennegel, peurlipat ho skorioù-gwelet, lakaat war-sav c'hoarioù kenstrivañ, h.a.... Ken kemmus ma 'z eo ar prizioù hag an abegoù ho peus da c'hervel Nat B.Good.


Dedennet on gant se
O sikouret hon eus
sud marée
logo loul
askorn
gaëlle besse savon d'artisan
carte grise café quimper
opticienne
Ar c'heleier

Amañ e kavoc'h keleier Nat B.Good. Bez' e vo soñjoù, c'hoantoù, distroioù skiant-prenet, testennioù, traoù teknik, traoù gant nebeutoc'h a deknik hag an holl danvez a zegaso awen deomp. Berr-ha-berr peadra da lenn, leun ur sac'had diwar-benn ar pezh a reomp, hag a vez o c'hoarvezout er c'horn-bro.

Hag evit chom hep koll ho neudenn, koumanantit d'al lizher-kelaouiñ !

Téléchargez notre livre blanc
et recevez la liste ultime des outils pour bien communiquer sur vos réseaux !
  • Ce champ n’est utilisé qu’à des fins de validation et devrait rester inchangé.
Nat B.Good eo ivez...
Nat PennArBed

MA EGILE ALL WAR AR ROUEDADOÙ SOKIAL

AR VIGOUDENN KANNADEZ "TOUT COMMENCE EN FINISTERE"

Etre Facebook ha me e oa kroget an istor e miz Du 2007.

« Distiñget ar mennozh-se !» am boa soñjet d'ar mare-se. E-skoaz My Space, a implijen ivez, em eus dizoloet, gant Facebook, un arouezenn nevesaat penn-da-benn ennañ, un doare niverel nevez da gevreañ ouzh ar re all.

Bezañ e darempred gant ar vignoned a oa deuet da vezañ aesoc'h hag e oan bet plijet-tre gant an doareoù mont-en-dro nevez-se. Dibaoe 14 vloaz emaon war ar rouedad-mañ ha na baouez ket da vont war-raok. E-keit-se on bet sachet gant Instagram, Twitter, LinkedIn ha Clubhouse.

War Facebook hag Instagram, dre ma frofiloù personel, ez eo em boa komañset da rannañ ma skeudennoù eus ar Vro Vigoudenn. E penn kentañ-holl e oa miret war an daou rouedad-mañ ar fotoioù hag ar videoioù a rannen gant ma mignonezed ha gant ma mignoned.

Da c'houde e oan kroget da embann anezhe e mod foran. Peogwir, perak nompas lakaat ar muiañ a dud da brofitañ diouto? Buan em boa rannet gant an holl skeudennoù eus traezhennoù, eus an heol o vont da guzh, chapelioù, baleadennoù war gein ma marc'h, glad ar Vro Vigoudenn, troiadoù war Harley-Davidson ha plijadurioù all ken priziet er vro-mañ.

D'ar mare-se dres e oa deuet Souffleur de Breizh, instagramer brudet eus Breizh anezhañ, da gemer perzh er c'hoari. Goude bezañ remerket ma fotoioù en doa kinniget din dont da vezañ kannadez eus ar merk tiriadel "Tout Commence en Finistère". Displeget en doa din e oa eñ kannad ivez hag e kave dezhañ e klote mat ma skeudennoù gant talvoudegezhioù ar merk ha skeudennañ "Tout Commence en Finistère" a vije un doare mat da lakaat an departamant war-wel.

Aet e oan e darempred gant "Tout Commence en Finistère" e miz Meurzh 2018 evit dont da vezañ kannadez ar merk. Diouzhtu war-lerc'h em boa savet ar c'hontoù e anv Nat PennArBed war Facebook, Instagram, Twitter ha LinkedIn. Dispartiañ ma frofiloù personel diouzh ma statud a gannadez a oa evidon an doare gwellañ da lakaat war-wel ar merk. Pezh a gendalc'han d'ober pa vezan o rannañ gant neb a gar, ma Fenn-Ar-Bed a lodennouigoù. Kaout ar chañs da vez' o chom el lec'h ma teu kalz tud da vakañsiñ n'eo ket netra. Ur c'hras kaer eo memes hag a sav avi er bed a-bezh. Ouzhpenn da vezañ digoust e ra vad ober vad !

Evit dizoloiñ ma embannadennoù, na chomit ket etre daou soñj ha kit da welet blog ar vigoudenn a zo ac'hanon ha da glikañ war al liammoù davet pajennoù rouedadoù sokial Nat PennArBed.


nat pennarbed photo fbetermin 10
Blog Nat PennArBed
Fizians hon eus enno
Agence Wb Roquette
logo mmaentreprise quadrix590
base logo intia
logo tikiô agence communication carre 1000x1000 gris fondblanc
logo maelle bernard
sos pc 29
tcf
Hon holl gevelerien