logo
Pregomp asambles
Nat B.Good

Marketing levezon e-kostez Kemper

Evit tennañ gounid eus brud levezonerien, ha da vountañ ho kweladusted.
Evit tennañ gounid eus brud levezonerien, ha da vountañ ho kweladusted.
rdv client

Embann a rit ingalik war ar rouedadoù .Ur gumuniezh bras a-walc'h a « followerien » -danvez pratikoù- a vez d'ho heul, pe ouzh hoc'h ambroug. Ha padal an ambrougerien-se n’emdroont ket da pratikoù evit-se. Ne zeuit ket a-benn da lakaat ho feur treuzkemm follower da bratik da zibradañ. A-benn neuze e vez dav mont da glask loc’hoù hag a zegaso disoc’hoù. Loc’hoù evel koulzadoù bruderezh da baeañ, pe c’hoazh ar “marketing levezon”.

AR MARKETING LEVEZON E-KOSTEZ KEMPER

O prezeg ganeoc'h e oan eus ar rekourioù a vez pa zegouezh d'ar feurioù amdroadur chom pradet, da lâret eo, eus ar bruderezh dre baeañ pe ar marketing levezon.

Gant an hini kentañ e lakait argant e-barzh ur budjed skignañ endalc'hoù da bukañ heklevioù en un doare resis, ha gant an hini all e lakait argant e-barzh brud levezonerien. Argemmus eo ar budjedoù hag e kemmont hervez faktourioù evel padelezh ar c'houlzadoù, ment an heklev buket, niver al levezonerien lakaet er jeu, hag all... Ar budjedoù etre, gouestlet evit bep koulzad a gemm hervez ar badelezh – an dra-se a zisplegin deoc'h dre ar munud, bezit dinec'h !- ha ganeoc'h e vint kemeret e karg.

Berr-ha-berr e implijit al levezonerien evit lakaat war-wel ho merk pe lod eus ho produioù/servijoù dre savennoù sokial media disheñvel hag evit touchañ heklevioù ha na vezont ket ho re dre ret.


Penaos e vez graet ?
Deomp dezhi !

• Dont a rit a e darempred ganin evit prezeg eus ho raktres. (Mersi da gemer un emgav en a-raok ma peus c'hoant da delefoniñ din.)

• Gwelet a reomp asambles hoc'h ezhommoù hag ho palioù.

• Da gentañ e kasan deoc'h ma c'hinnig kenwerzhel a spisao ar strategiezh merañ mediaioù, al linenn-stur hag ar budjed gouestlet. Ma z'oc'h a-du e teuin d'ar rakpriz. Ma n'oc'h ket a-du e adwelan ma c'hinnig kenwerzhel evit ur c'hinnig all a zereo gwelloc'h ouzhoc'h.

• Pa vez mat deoc'h ma c'hinnig kerwerzhel e savan ur rakpriz, a c’hello bez’ azasaet ouzh hoc’h ezhommoù, pe a c’hello bez’ unan e-touez ma zreuziadoù skoueriek.

• Kas a rit din en-dro ar rakpriz sinet hag e roit din ur rannbae a 30% evit mirout ho plas em deiziataer.

• Dont a ran davetoc'h. Ha setu, deomp de'ï evit hon tamm a avantur dijital asambles !


Hor pennad hent a-gevret

E-giz evit ar bruderezh da baeañ ez eo met ket penn-da-benn ! Ar marketing levezon a ginnigan d'hoc'h embregerezh e Kemper a ya en-dro evelhenn :

• Me a zo o vont da implijout barregezh erbediñ ar grouerien danvez (levezonerien) e-giz ul loc'h da lakaat war-wel ho produioù, ho servijoù hag ho merk.
• Studial a ran ho kevezerezh, hag en em laoskan da vez intret gant ho hollved. Prederiañ a ran war ar rouedadoù sokial a c'hall bezañ dibabet pe war ar skorioù implijet diouzh ho pudjed.
• 5 prantad a zo : spisaat framm ho koulzad marketing levezon, mont e darempred gant al levezon(erien) dibabet, gwiriekaat an embannadennoù rakwelet, heuliañ penaos e vez doujet ouzh an implij-amzer, hag ur wech an embannadennoù enlinenn, ober ar bilañs gant ar reporting hag an heuliadenn.
• Ur wech lañset ar c'houlzad e vez atav mall warnomp o c’hortoz hag o tizoloiñ emzalc’h an dud vuket.
Sellomp pizh bremañ ouzh ar stadegoù hag ar feurioù ambroadur evit pezh a sell ouzh ar pratikoù !


kemer emgav
Ma c'hinnigoù diouzh ho muzul

Ar marketing levezon eo an hollad a voazioù lakaet e pleustr da vont asambles gant ar merkoù evit o c'houlzadoù brudañ. Evit hen ober e vez implijet galloudezh erbedañ krouerien danvez (levezonerien). Evit ar seurt marketing-mañ e servij al levezonerien da loc'hoù evit ma vefe gwelet ho produioù/servijoù gant ar pal pennañ dezhe kreskiñ ho kwerzhioù.

Ur c'houlzad "levezonerien" a vez 5 prantad ennañ :

  • frammañ
  • dibab al levezon(erien)
  • mont e darempred gant al levezonerien
  • heuliañ ar c'houlzad embann war ar rouedadoù
  • bilañs ar c'houlzad
  • Neuze, evit ar marketing levezon, e ranker prederiañ en a-raok diwar-benn ar rouedadoù sokial pe ar skorioù disheñvel a vo implijet evit kas da-benn ur c'houlzad. (Ar prizioù keitat gouestled evit bep embann a vez diouzh ment kumuniezh al levezoner hag a vez paeet ganeoc'h.)

    Alese e lakain war sav ar gwellañ strategiezh a-reizh diouzh hoc'h ezhommoù ha diouzh ho pudjed.

    Da c'houde e vo kaoz da c'halver al levezoner pe al levezonerien a vo kevelet d'ar c'houlzad evit ma vefe displeget dezhe an traoù. Evito da gemer e karg al labour treuzkas ha da aloubiñ an takad dijital e-pad ur maread a c'hall astenn eus un nebeut a eurvezhioù da veur a zevezhioù.

    Nat B.Good a ginnig deoc'h ur servij personelaet evit kas da-benn ho koulzad marketing levezon. Neuze n'eus treuziad, na formulenn ebet. Deoc'h da vont e darempred ganin evit gouzout hor prizioù.


    Kemer Emgav
    Téléchargez notre livre blanc
    et recevez la liste ultime des outils pour bien communiquer sur vos réseaux !
    • Ce champ n’est utilisé qu’à des fins de validation et devrait rester inchangé.
    Fag
    Ar goulennoù a vez an aliesañ diganeoc'h

    Pet levezoner a ranker lakaat er jeu evit ur c'houlzad e-influencing ?

    Ne c'heller ket spisaat o niver. Evit lakaat war-wel produioù 'zo e vez ret kemer e kont bukennoù boas al levezonerien a c'hallfemp labourat ganto. Met ivez kemer e kont ho palioù hag ho pudjed. Ar c'heveleriñ a vez diouzh brud al levezoner.ez ivez : ur mikro-levezoner a c'hell en em ziskouez poellekoc'h evit un "top-levezoner" (muioc'h evit 500 000 a followerien) da geñver koulzadoù 'zo.

    Testenioù
    Abalamour ma oar an dud, gwelloc'h evidon, doare an
    traoù-se.
    "Erbediñ a ran deoc’h kenañ-ken labour Natacha, plac’h ar startijenn, ha mailhez gant he c’hredennoù start hag he spered krouiñ."
    Elodie Warnery, pennrenerez GSC
    Paris