Bez eo an hollad a labourioù ha pleustroù a viz da gas war-raok merkoù, da lakaat war-wel ur framm, un embregerezh war ar rouedadoù sokial. Ar merour.ez kumuniezh a ra al labour-mañ el lec’h ma vez hollbouezus kaout ur spered krouer, ha diskouez perzhioù mat war ar skridaozañ, bezañ kad da luskat hag habaskaat an embannadennoù.
Nat B.Good a ya pelloc'h en ur ginnig deoc'h "Social Media Management" (merañ mediaioù enlinenn) evit spisaat ar strategiezh a zo da lakaat e pleustr diouzh ar palioù a vez ganeoc'h, dre an dielfennañ eus ho pukennoù hag o ezhommoù.
Penaos ? En ur zibab ar rouedadoù sokial a zereo ar gwellañ deusoudoc'h hag en ur zielfennañ plas ho merk war ar gwiad evit sevel al linenn-stur. Ar steuñv ober pe "social media planning" o teverañ eus se a gemer e kont ar gwellekaat menegeriñ, anaout loc'hoù al levezon (pratikoù fidel, blogerien, da skouer), embann danvez, derc’hel ho pratikoù feal en ho keñver, ha diorren ho kumuniezh. Pa vez meret mediaioù enlinnen e vez heuliet emdroadur ha disoc'hoù al labour lakaet war-sav a-drugarez d'an dielfennañ a vo tennet eus ar stadegoù, ha d’ar muzuliañ a vo graet eus emdroadurioù an heklev. Ha perak ? Evit spisaat ar strategiezh ma vez ret hag enkelc’hiañ emzalc’h hag ersavioù ar wedeidi evit tizhout ho palioù.
• Dont a rit a e darempred ganin evit prezeg eus ho raktres. (Mersi da gemer un emgav en a-raok ma peus c'hoant da delefoniñ din.)
• Gwelet a reomp asambles hoc'h ezhommoù ha palioù.
• Da gentañ e kasan deoc'h ma c'hinnig kenwerzhel a spisao ar strategiezh merañ mediaioù, al linenn stur hag ar budjed gouestlet. Ma n'oc'h ket a-du e adwelan ma c'hinnig kenwerzhel evit ur c'hinnig all a zereo gwelloc'h ouzhouc'h.
• Pa vez mat deoc'h ma c'hinnig kerwerzhel e savan ur rakpriz, a c’hello bez’ azasaet ouzh hoc’h ezhommoù, pe a c’hello bez’ unan e-touez ma zreuziadoù skoueriek.
• Kas a rit din en-dro ar rakpriz sinet hag e roit din ur rannbae a 30% evit mirout ho plas em deiziataer.
• Dont a ran davetoc'h. Ha setu, deomp de'ï evit an tamm a avantur dijital asambles !
• Eskemm a reomp evit termeniñ hoc'h ezhommoù. Evit hen-ober e prêgit ganin diwar-benn hoc'h embregerezh, ho strollegezh pe ho kevredigezh, diwar-benn ho penn, diwar-benn an traoù a blij deoc'h, diwar-benn an traoù na blijont ket deoc'h, diwar-benn ho pratikoù feal, plijet gant ho kenlabour, hag ar re all, an danvez-pratikoù a vagit hunvreoù en o c'heñver. Berr-ha-berr e lârit din an holl draoù ma lakao da gompren ho talvoudoù hag ar re ma lakao en ho potoù.
• Sevel a ran ur studiadenn war ho kevezerien, gant ho hollved en em intran. Kas a rit din ho skoroù kentañ (fotoioù, videoioù, hewelioù) hag e roan deoc'h da lenn an deiziataer embann a-benn miz gant ar c'hinnigoù embann evitoc'h d'e wiriekaat.
• Kadarnaat a rit ar pezh a zere outoc'h en deiziataer-embann. Chañch a ran ar pezh ne zere ket outoc'h hag e-giz-se kement ha ma vez ezhomm betek ma vo mat deoc'h.
• Ur wech an embannadennoù enlinenn e c'hortozomp gant dibasianted reaksion ho kumuniezh met gant gwask ebet atav, hañ !
Ha dalc'het e vo d'ober kement-mañ keit ha ma pado hor c'henlabour.
Gant ar c'hinnig-mañ, priziet 420€, dizoloit e-doug ur miz, mont en-dro ar Merañ Kumuniezh hag ec'h atoudoù, gouestlet penn-da-benn evit ma rafe berzh ho palioù. A-hed ur mizvezh e vez kinnget deoc'h : un deiziataer-embann, 4 embannadenn, 3 story gwellekaet hag 1 eurvezh ambroug.
Pal ar c'hinnig "Dizoloiñ" a zo gwelet hag-eñ ez eo hoc'h ezhomm eus ur merañ diavaezet eus ho rouedadoù sokial ret pe get. Goude-se ma ne faot ket deoc'h derc'hel da vont, ne vin ket ofañset abalamour m'em bo roet deoc'h an holl danvez a c'hellen reiñ, alioù ha testenioù a skiant-prenet hag all. Gounezet ho po emrenerezh ha kompren a reoc'h gwelloc'h penaos ez a en-dro ar mediaioù sokial. Goude ar mizvezh-mañ ma faot deoc'h derc'hel da vont e vo kavet evidoc'h an diskoulm a gloto gant hoc'h ezhommoù hag ho pudjed.
E-giz ma welit e kinnigan meur a dreuziad Merañ Kumuniezh ha Bruderezh da Baeañ. Ho lakaat a raint da gomañs goustadig evit ar pezh a sell ouzh ho pudjet. Evel-just, dre ma ya an treuziadoù war fonnusaat e ya o frizioù d’o heul. Evel ma vez evit pep tra !
Hag evit an dud a vez mall bras warno em eus ijinet ar "Pakoù Merañ Kumuniezh + Bruderezh da Baeañ " evit un arglask ledanaet hag ur weladusted resisaet.
Deuit e darempred ganin evit kaout prizioù ma fakoù.
Ha dreist-holl e ranker dalc'hen soñj e vez kad Nat B.Good d'en em ober diouzh ar jeu ha da azasaat ho merañ mediaoù sokial ouzh hoc'h ezhommoù hag ouzh ho pudjed. Neuze, aes-mat deoc’h gouzout e vin kontant da sevel ganeoc’h hag evidoc’h ar c’hinnig kenwerzhel diouzh ho ment hag ho muzul, hag a vo ar spletusañ evidoc’h. Ha kement-mañ e ken kaz ne glotfe ket ma zreuziadoù gant ar pezh emaoc’h o klask hag o c’hortoz. Berr-ha-berr e c'hallan ho sikour a-drugarez d'ur Merañ Kumuniezh diouzh ho c'hoant en ur virout ho palioù er bizer.
Da bep ezhomm marketing ez eus un diskoulm dijital.
N'eus reolenn ebet. An eurvezhioù embann a vez mat evit un embregerezh a c'hallo nompas mont en-dro evit unan all.
Da zigentañ e vo hervez ar rouedad pe ar rouedadoù e vezoc’h, met dreist-holl e vo diouzh ho heklev. Dre vras e ranker arselliñ ar stadegoù evit keidañ hoc’h eurvezhioù hag ho tevezhioù embann diouzh ar postoù a vez ar gwellañ disoc'hoù ganto.
N'eus redi panevet e ranko bez’ resisaet ho palioù da gentañ-holl. Ha mui pe vui e talv kement ha respont da zaou c'houlenn :
1- Da biv e vo postet hoc'h embannadennoù (ho pukennoù) ?
2- Petra a ginnigoc'h (an danvezioù diouzh ho produioù / servijoù) ?
Pep rouedad a c'heller anavezout diouzh e zibarelezh e-keñver niver e heklevioù, an ton da gas an embannadennoù, mentoù ar postoù, h.a.... Termenadur ar palioù an hini eo a laka da c'hoût peseurt rouedad a vo an hini dereatañ evit kregiñ ganti.