Postañ a rit ingal war ar rouedadoù sokial. Ur gumuniezh vras a “followers”- danvez pratikoù - a vez d’ho heul. Ha padal, an ambrougerien-se n’emdroont ket da bratikoù evit-se. Ne zeuit ket a-benn da lakaat ho feur treuzkemm follower da bratik da zibradañ. A-benn neuze e vez dav mont da glask loc’hoù da zegas un disoc’h bennak e-giz koulzadoù bruderezh da baeañ pe c'hoazh ar marketing levezon.
O prezeg ganeoc'h e oan eus ar rekourioù a vez pa zegouezh d'ar feurioù amdroadur chom pradet, da lâret eo, eus ar bruderezh dre baeañ pe ar marketing levezon
En degouezh kentañ e postit argant en ur budjet a skign danvez evit bukañ un heklev en un doare resis. Hag en eilvet e postit argant e brud levezonerien. Argemmus eo ar budjedoù; hag e kemmont hervez faktorioù e-giz pad ar c'houlzadoù, pouez an heklevioù buket, an niver a levezonerien o kemer perzh, h.a....Ar budjedoù keitat, gouestlet evit pep koulzad, a c’hello bez’ kemm-digemm hervez o fadelezh hag ivez hervez ar gwerzhioù diouzh ar c’hresk a vo bet aozet, peurgetket gant Facebook, hag a vo deoc’h da gemer e karg.
Displegañ a rin deoc’h pep tra dre ar munud, e c’hellit bez’ dinec’h.
E berr gomzoù e lakait gwennegien evit bukañ heklevioù nevez hag evit reiñ d'ho merk peadra da vezañ gwelet dek gwech muioc'h dre savennoù mediaoù sokial disheñvel.
• Dont a rit a e darempred ganin evit prezeg eus ho raktres. (Mersi da gemer un emgav en a-raok ma peus c'hoant da delefoniñ din).
• Gwelet a reomp asambles pere eo hoc'h ezhommoù hag ho palioù.
• Da gentañ e kasan deoc'h hor c'hinnig kenwerzhel a spisao ar strategiezh merañ mediaioù, al linenn stur hag ar budjed gouestlet. Ma n'oc'h ket a-du e adwelan ma c'hinnig kenwerzhel evit ur c'hinnig all a zereo ouzoc'h.
• Pa vez mat deoc'h ma c'hinnig kerwerzhel e savan ur rakpriz, hag a c’hello bez’ azasaet ouzh hoc’h ezhommoù, pe a c’hello bez’ dibabet e-touez ma zreuziadoù skoueriek.
• Kas a rit din en-dro ar rakpriz sinet hag e roit din ur rannbae a 30% evit mirout ho plas em deiziataer.
• Dont a ran davetoc'h. Ha setu, deomp de'ï evit an tamm a avantur dijital asambles!
• Eskemm a reomp evit spisaat hoc'h ezhommoù (evit hen ober e prêgit ganin diwar-benn hoc'h embregerezh, ho strollegezh pe ho kevredigezh, diwar ho penn, diwar-benn an traoù a blij deoc'h, diwar-benn an traoù na blijont ket deoc'h, diwar-benn ho pratikoù feal, plijet gant ho kenlabour, hag ar re all, an danvez-pratikoù a vagit hunvreoù en o c'heñver.
• Sevel a ran ur studiadenn war ho kevezerien, gant ho hollved en em intran. Kas a rit din ho skoroù kentañ (fotoioù, videoioù, hewelioù) hag e kasan deoc'h an deiziataer-embann eus ar c'houlzad bruderezh da baeañ o tont gant ar c'hinnigoù embann diouzh an heklevioù buket ha diouzh ho pudjed gouestlet.
• Kadarnaat a rit ar pezh a zere ouzhoc'h. Cheñch a ran ar pezh ne zere ket ouzhoc'h hag e kadarnait an deiziataer-embann eus ar c'houlzad bruderezh da baeañ hag an embannadennoù rakwelet.
• Ur wech lañset ar c'houlzad "sokial ads", e vez atav mall warnomp o tizoloiñ emzalc'h an dud vuket. Ma vez ret e kemeran perzh evit ma klotfe gwelloc'h heklevioù 'zo, evit lemel an embannadennoù ne 'z eont ket en-dro pe ar re a goust re ger. Gwellekaat a ran ho pudjed bruderezh evit ma vefe ho tunel emdroadur ar gwellañ posubl.
Ha berc'h de 'ï ! Sellomp pizh bremañ ouzh ar stadegoù hag ar feurioù embroadur evit pezh a sell ouzh ar pratikoù !
E-giz ma welit e kinnigan meur a dreuziad Merañ Kumuniezh ha Bruderezh da Baeañ. Ho lakaat a raint da gomañs goustadig evit ar pezh a sell ouzh ho pudjet. Evel-just, dre ma ya an treuziadoù war fonnusaat e ya o frizioù d’o heul. Evel ma vez evit pep tra !
Hag evit an dud a vez mall bras warno em eus ijinet ar "Pakoù Merañ Kumuniezh + Bruderezh da Baeañ " evit un arglask ledanaet hag ur weladusted resisaet.
Deuit e darempred ganin evit kaout prizioù ma fakoù.
An dra-se a vo diouzh ho pudjed ha diouzh ar savenn implijet. Da skouer evit pezh a sell ouzh Facebook, e ya en-dro dre sav-taol, dre lakaat diouzh ar gouloù. Neuze e c'hallit kregiñ gant budjedoù bihan hag a yelo war gresk a-feur ma vez desachet ho pukenn. Ret e vo sellout pizh ouzh ho palioù ivez evit priziañ ar budjed kentañ.
War LinkedIn ez eo c'hwi ivez a zibab ho pudjed kentañ. Hag e ya al LinkedIn Ads en-dro gant sav-taol e-giz ar Facebook Ads. Diwar ar reolenn-se e vez resisaet sammad ar c'houlzadoù.
Ret eo reiñ un ardremez d'ur c'hont Facebook Business Manager hag a vo adstaget d'ho pajenn Facebook. Gant ho pajenn hec'h-unan ne c'hallit ken kinnig embannadennoù « sponsoret », hag ar re-se n'o deus ket ar memes hed-taol evit ur c'houlzad bruderezh da baeañ.Ar savenn evit ar vruderezh war LinkedIn ez eo Campaign Manager, ha ret e vez deoc'h krouiñ ur c'hont. Tra ma vez ret krouiñ ur c'hont « Bruderezh Twitter » evit ar « Promoted Ads », hag a zo dizalc'h eus ho kont boutin Twitter.
E berr gomzoù, e vez un ekosistem dezhañ e-unan da lakaat war-sav a-raok kregiñ gant ar c'houlzadoù bruderezh da baeañ. Met, aze emaon evit ho sikour da lakaat war-sav an holl gontoù-se.