logo
Pregomp asambles
Nat B.Good

Bruderezh da baeañ

Evit ma yafe ho hewelusted war gresk ha da c’hervel pratikoù da zont davetoc’h.
Evit ma yafe ho hewelusted war gresk ha da c’hervel pratikoù da zont davetoc’h.
service social ads

Postañ a rit ingal war ar rouedadoù sokial. Ur gumuniezh vras a “followers”- danvez pratikoù - a vez d’ho heul. Ha padal, an ambrougerien-se n’emdroont ket da pratikoù evit-se. Ne zeuit ket a-benn da lakaat ho feur treuzkemm follower da bratik da zibradañ. A-benn neuze e vez dav mont da glask loc’hoù da zegas un disoc’h bennak e-giz koulzadoù bruderezh da baeañ pe c'hoazh ar marketing levezon.

En degouezh kentañ e postit argant en ur budjet a skign danvez evit bukañ un heklev en un doare resis. Hag en eilvet e postit argant e brud levezonerien. Argemmus eo ar budjedoù; hag e kemmont hervez faktorioù e-giz pad ar c'houlzadoù, pouez an heklevioù buket, an niver a levezonerien o kemer perzh, h.a....Ar budjedoù keitat, gouestlet evit pep koulzad, a c’hello bez’ kemm-digemm hervez o fadelezh hag ivez hervez ar gwerzhioù diouzh ar c’hresk a vo bet aozet, peurgetket gant Facebook, hag a vo deoc’h da gemer e karg.

Displegañ a raimp deoc’h pep tra dre ar munud, e c’hellit bez’ dinec’h.

E berr gomzoù e lakait gwennegien evit bukañ heklevioù nevez hag evit reiñ d'ho merk peadra da vezañ gwelet dek gwech muioc'h dre savennoù mediaoù sokial disheñvel.


Penaos e vez graet ?
Deomp dezhi !

• Dont a rit a e darempred ganeomp evit prezeg eus ho raktres. (Mersi da gemer un emgav en a-raok ma peus c'hoant da delefoniñ deomp).

• Gwelet a reomp asambles pere eo hoc'h ezhommoù hag ho palioù.

• Da gentañ e kasomp deoc'h hor c'hinnig kenwerzhel a spisao ar strategiezh merañ mediaioù, al linenn stur hag ar budjed gouestlet. Ma n'oc'h ket a-du e adwelomp hor c'hinnig kenwerzhel evit ur c'hinnig all a zereo ouzoc'h.

• Pa vez mat deoc'h hor c'hinnig kerwerzhel e savomp ur rakpriz, hag a c’hello bez’ azasaet ouzh hoc’h ezhommoù, pe a c’hello bez’ dibabet e-touez hon treuziadoù skoueriek.

• Kas a rit deomp en-dro ar rakpriz sinet hag e roit deomp ur rannbae a 30% evit mirout ho plas en hon deiziataer.

• Dont a reomp davetoc'h. Ha setu, deomp de'ï evit an tamm a avantur dijital asambles!


Hor pennad hent a-gevret

• Eskemm a reomp evit spisaat hoc'h ezhommoù (evit hen ober e prêgit ganeomp diwar-benn hoc'h embregerezh, ho strollegezh pe ho kevredigezh, diwar ho penn, diwar-benn an traoù a blij deoc'h, diwar-benn an traoù na blijont ket deoc'h, diwar-benn ho pratikoù feal, plijet gant ho kenlabour, hag ar re all, an danvez-pratikoù a vagit hunvreoù en o c'heñver.
• Sevel a reomp ur studiadenn war ho kevezerien, gant ho hollved en em intromp. Kas a rit deomp ho skoroù kentañ (fotoioù, videoioù, hewelioù) hag e kasomp deoc'h an deiziataer-embann eus ar c'houlzad bruderezh da baeañ o tont gant ar c'hinnigoù embann diouzh an heklevioù buket ha diouzh ho pudjed gouestlet.
• Kadarnaat a rit ar pezh a zere ouzhoc'h. Cheñch a reomp ar pezh ne zere ket ouzhoc'h hag e kadarnait an deiziataer-embann eus ar c'houlzad bruderezh da baeañ hag an embannadennoù rakwelet.
• Ur wech lañset ar c'houlzad "sokial ads", e vez atav mall warnomp o tizoloiñ emzalc'h an dud vuket. Ma vez ret e kemeromp perzh evit ma klotfe gwelloc'h heklevioù 'zo, evit lemel an embannadennoù ne 'z eont ket en-dro pe ar re a goust re ger. Gwellekaat a reomp ho pudjed bruderezh evit ma vefe ho tunel emdroadur ar gwellañ posubl.
Ha berc'h de 'ï ! Sellomp pizh bremañ ouzh ar stadegoù hag ar feurioù embroadur evit pezh a sell ouzh ar pratikoù !

 


kemer emgav
Prizioù
Gant un treuziad
Adalek
359€
ar miz
Hep endalc'h ebet
Adalek
399€
ar miz (evit 3 miz d'an nebeutañ)
Hor c'hinnig dre ar munud
1 Erminig a vruderezh
Evit bezañ dinerc'h o postiñ

Kemer emgav
1 rouedad sokialFacebook, Instagram, Twitter, LinkedIn
2 goulzad a bemzektez bep miz
Spisaat an heklev + dibab an toleadoù da vez' buket evit bezañ efedus
  • Ho skoroù-gwelet lakaet enlinenn + skridaozañ ar sach-evezh + ardremmez
  • Heuliañ ha gwellekaat
  • 1 adstumm eus an test, d'ar muiañ
  • Advarketing
  • Danevellañ ha bilañs
  • 2 Erminig a vruderezh
    Evit ur brasoc'h a bostiñ

    Kemer emgav
    2 rouedad sokialFacebook, Instagram, Twitter, LinkedIn
    3 c'houlzad a bemzektezbep miz
    Spisaat an heklev + dibab an toleadoù da vez' buket evit bezañ efedus
  • Ho skoroù-gwelet lakaet enlinenn + skridaozañ ar sach-evezh + ardremmez
  • Heuliañ ha gwellekaat
  • 2 adstumm eus an test, d'ar muiañ
  • Advarketing
  • Danevellañ ha bilañs
  • 3 Erminig a vruderezh
    evit ur postiñ eus ar gwellañ

    Kemer emgav
    2 rouedad sokialFacebook, Instagram, Twitter, LinkedIn
    4 c'houlzad a bemzektezbep miz
    Spisaat an heklev + dibab an toleadoù da vez' buket evit bezañ efedus
  • Ho skoroù-gwelet lakaet enlinenn + skridaozañ ar sach-evezh + ardremmez
  • Heuliañ ha gwellekaat
  • 2 adstumm eus an test evit bep koulzad
  • Advarketing
  • Danevellañ ha bilañs
  • Hor servijoù eus Kornog Penn-Ar-Bed

    E-giz ma welit e kinnigomp meur a dreuziad Merañ Kumuniezh ha Bruderezh da Baeañ. Ho lakaat a raint da gomañs goustadig evit ar pezh a sell ouzh ho pudjet. Evel-just, dre ma ya an treuziadoù war fonnusaat e ya o frizioù d’o heul. Evel ma vez evit pep tra !
    Hag evit an dud a vez mall bras warno hon eus ijinet ar "Pakoù Merañ Kumuniezh + Bruderezh da Baeañ " evit un arglask ledanaet hag ur weladusted resisaet.

    Deuit e darempred ganeomp evit kaout prizioù hor pakoù.


    https://br.natbgood.bzh/wp-content/uploads/2021/09/logo_natbgood_6_coul_1000_pixel_fond_blanc.png

    PAK 1 MERAÑ KUMUNIEZH + BRUDEREZH DA BAEAÑ

    Merañ kumuniezh ha bruderezh da baeañ koublet evit ur c'hehentiñ dijital eus an dibab evit budjedoù skañv. Ar pak 1 Erminig a adstag gant an treuziadoù "1 Erminig Merañ Kumuniezh" hag hini "1 Erminig Ads". War ur rouedad sokial e adkemeromp ar pezh a ra nerzh an 2 dreuziad-mañ evit diazezañ ho kehentiñ Sokial Media.
    Dedennet on gant se
    https://br.natbgood.bzh/wp-content/uploads/2021/09/logo_natbgood_6_coul_1000_pixel_fond_blanc.png

    PAK 2 MERAÑ KUMUNIEZH + BRUDEREZH DA BAEAÑ

    Amañ evit ar budjedoù uheloc'h un tamm hag evit bezañ doujet muioc'h hag efedusoc'h c'hoazh, ar c'houblad live "nerzh 2". Ganti e vezit o siblañ hag o lakaat war-wel ho produioù pe servijoù war 2 rouedad sokial. Ar pak "2 Erminig"-mañ a adkemer an treuziadoù "2 Erminig" Merañ Kumuniezh hag hini "2 Erminig Ads".
    Dedennet on gant se
    https://br.natbgood.bzh/wp-content/uploads/2021/09/logo_natbgood_6_coul_1000_pixel_fond_blanc.png

    PAK 3 MERAÑ KUMUNIEZH + BRUDEREZH DA BAEAÑ

    Ar re a vo en o c’herz budjedoù atebek ha diabafaet a c’hello tennañ o gwellañ mad eus ar pakoù kevredet ha kenaozet : an treuziad “4 Erminig” Merañ Kumuniezh kenaozet gant an treuziad “3 Erminig Ads” a vruderezh da baeañ. Dre ma vezint lec’hiet war 3 rouedad e c’hello o brudañ dibradañ a-dizh hag a-dro.
    Dedennet on gant se
    Téléchargez notre livre blanc
    et recevez la liste ultime des outils pour bien communiquer sur vos réseaux !
    • Ce champ n’est utilisé qu’à des fins de validation et devrait rester inchangé.
    Fag
    Ar goulennoù a vez an aliesañ diganeoc'h

    Peseurt budjed a aliit ac'hanomp da bostiñ evit ar c'houlzad bruderezh kentañ ?

    An dra-se a vo diouzh ho pudjed ha diouzh ar savenn implijet. Da skouer evit pezh a sell ouzh Facebook, e ya en-dro dre sav-taol, dre lakaat diouzh ar gouloù. Neuze e c'hallit kregiñ gant budjedoù bihan hag a yelo war gresk a-feur ma vez desachet ho pukenn. Ret e vo sellout pizh ouzh ho palioù ivez evit priziañ ar budjed kentañ.

    War LinkedIn ez eo c'hwi ivez a zibab ho pudjed kentañ. Hag e ya al LinkedIn Ads en-dro gant sav-taol e-giz ar Facebook Ads. Diwar ar reolenn-se e vez resisaet sammad ar c'houlzadoù.

    Evit pezh a sell ouzh an teknik penaos 'ya an traoù en-dro ?

    Ret eo reiñ un ardremez d'ur c'hont Facebook Business Manager hag a vo adstaget d'ho pajenn Facebook. Gant ho pajenn hec'h-unan ne c'hallit ket kinnig embannadennoù « sponsoret », hag ar re-se n'o deus ket ar memes hed-taol evit ur c'houlzad bruderezh da baeañ.Ar savenn evit ar vruderezh war LinkedIn ez eo Campaign Manager, ha ret e vez deoc'h krouiñ ur c'hont. Tra ma vez ret krouiñ ur c'hont « Bruderezh Twitter » evit ar « Promoted Ads », hag a zo dizalc'h eus ho kont boutin Twitter.
    E berr gomzoù, e vez un ekosistem dezhañ e-unan da lakaat war-sav a-raok kregiñ gant ar c'houlzadoù bruderezh da baeañ. Met, aze emaomp evit ho sikour da lakaat war-sav an holl gontoù-se. 

    Testenioù
    Abalamour ma oar an dud, gwelloc'h evidomp, doare an
    traoù-se.
    Gant berzh he deus Natacha heuliet ar programm stummadur war "Strategiezh ar Rouedadoù Sokial : lakaat war sav ha merañ koulzadoù bruderezh da baeañ war Facebook hag Instagram, ha koulzadoù bruderezh levezon. Diwar vremañ e c'hallit fiziañ ho koulzadoù bruderezh da baeañ ha levezon enni : gwellekaet e vint evit tizhout ho palioù marketing.
    Emmanuelle Patry, Le Social Media Lab
    Paris