Rak, ya, dav eo deoc'h komprenn e c’hallit merañ ho pezañs war ar web hag ar rouedadoù sokial e-giz ma faot deoc’h, hañ ?!?
Buheziñ rouedadoù sokial, krouiñ skoroù-gwelet hag ho pajenn vicherel, abadennad foto : ma servijoù ouzhpenn e Kemper.
An dibaboù disheñvel a ginnigan deoc’h amañ hol laka da greñvaat ho kehentiñ niverel, met hep mont gant un treuziad evit-se ! Neuze, sed aze an traoùigoù ouzhpenn a ginnigan deoc’h ivez. An dibaboù disheñvel-mañ a ro deoc’h an tu da respont d’hoc'h ezhommoù ha d’ho palioù en un doare personelaet. Evit gwir, emañ ar prizioù ken valigant hag an abegoù a laka ac'hanoc'h da c'hervel Nat B.Good.
Dizoleiñ a reoc’h ar rentañ servijoù disheñvel a ginnigan deoc’h e-giz sevel ho pajenn vicherel war ar rouedadoù sokial, krouiñ skoroù niverel, aozañ ha lakaat oberennadoù foto da dalvezout, buheziñ ho rouedadoù sokial er-maez eus an eurvezhioù labour, lakaat war sav c’hoarioù-kenstrivañ, bizskrivañ dielloù urzhiataerezh... Pe kement tra ho pefe ezhomm da gaout !
Deuit e darempred ganin evit gouzout muioc’h hag evit ma c’hallfen respont d’ho koulenn brav ha kempenn.
• Dont a rit e darempred ganin evit displegañ din hoc'h ezhommoù.
• Spisaat a reomp asambles ar "pedavare" hag ar "penaos".
• Kas a ran deoc'h ur rakpriz.
• Kas a rit din en-dro ar rakpriz sinet hag e roit din ur rannbae a 30% evit mirout ho plas em deiziataer.
• Dont a ran en-dro davetoc'h. Ha bec'h de ' ï, 'mañ an traoù kuit !
• Displegañ a ran deoc'h penaos emaomp o vont da stagañ ganti.
• Hervez ar servij ho pefe c'hoant da gaout en em gavomp asambles evit gwir war al lec'h (pe get).
• Eskemm a ran ganeoc'h kement hag a vo ezhomm dre delefon pe dre bostel.
• Reiñ e ran deoc'h ma labour ur wech ma vo bet kaset da-benn ganin, pe neuze e prêgomp asambles eus ar jeu (evit buheziñ rouedadoù sokial er-maez eus an eurvezhioù labour pe evit c'hoarioù-kenstrivañ).
Ha setu me, plijet da vezañ lakaet ma chemet en ho servij !
SEVEL HO PAJENN VICHEREL
War ar rouedad (pe rouedadoù) ho peus dibabet e vez savet pajenn ho merk, lakaet e plas meur a arc'hweladur (staliad enlinenn, respontoù emgefrekaet, ... ) evit merkañ mat louc'h ho pezañs war ar rouedadoù.
KROUIÑ SKOROÙ-GWELET
Gwellaat ho skoroù-gwelet, enframmañ ho logo, krouiñ skoroù niverel evit hoc'h embannadurioù war ar rouedadoù sokial diouzh ho c'hoant.
ABADENNOÙ FOTO HA VIDEO
Mont war al lec'h, degemer produioù, leurennañ ho produioù, abadennadoù hag eilaozadurioù foto gant lagad akuit Nat PennArBed evit spered ar c'horn-bro.
BUHEZIÑ ROUEDADOÙ SOKIAL ER-MAEZ EUS AN EURVEZHIOÙ LABOUR
Buheziñ ha moderañ rouedadoù sokial ho merk araok 9:00 mintin ha goude 5:00 goude kreisteiz, d'ar Sadorn, d'ar Sul ha d'an deizioù-gouel. Abalamour ma vez kennasket ar followerien ouzh ar genrouedad a-wechoù d'ar prantadoù-se ivez.
C'HOARIOÙ-KENSTRIVAÑ
Krouiñ an embannadenn (kwiz, fotoioù, ar gwellañ displegadenn, muioc'h a "likeoù", kevelerezh gant merkoù ...), heuliañ respontoù ho kumuniezh, aozañ an tennañ d’ar sort, a bep eil etre hoc’h embregerezh hag ar c’hounezerien, embannadenn o kemenn an disoc’hoù. Ya, feiz ya ‘vat, gwall labourus e vez aozañ ar c’hoarioù-kenstrivañ hag ur bern amzer a ya d'o frammañ.
DIELLOÙ STLENNEGEL
Skridaozañ ha bizskrivañ dielloù stlennegel (par da Word, Excel, Powerpoint). Piv a vez plijet pa vez dav dezhañ bizskrivañ danevell an emvod diwezhañ, - ha gwechoù ’zo a-ziwar un dornskrid ! - pe c’hoazh lakaat enlinenn katalog nevez ar produioù evit e lec’hienn kenwerzh. Den ebet. Sed aze dres pennabeg ma bezañs en ho kichen !
DIOUZH HO MUZULIOÙ
Hag e gwirionez, ne vern stumm ho koulenn : kement ezhomm ho pefe a vez kavet dezhañ e zirouestl. Ma c’hallan ho sikour e rin. Sur ha neket marteze evel ma vez lâret gant Yann Vrezhoneger.
Ya, evel-just. An dra eo nag eo ivez lies-servij Nat B.Good. Ma c’hallan ho sikour gounid amzer, emañ “graet an taol” ganin. Reiñ a rit din peadra da gevreañ ouzh hoc’h etrefas merañ ho lec’hienn. Reiñ a rit din ivez rollad ar produioù gant an holl ditouroù ret hag hei ! Ober a rin war-dro ar bizskrivañ e-keit ha ma vezoc’h a-zevri gant ho kwir labour.
Ya ‘vat. Kinnig a ran ar servij-mañ en tu-hont da forzh peseurt engouestl d’un treuziad “Merañ Kumuniezh”. Neuze e welomp asambles an divizoù (termenoù, bukennoù, evit peseurt darvoud pe digarez hag an holl elfennoù all) ha goude se e rin war-dro : lakaat war sav, heuliañ, tennañ d’ar sort hag embann an disoc’hoù.